Meroveed
Neuz
(Adkaset eus Merovingidi)


Ar Veroveed zo un dinastiezh rouaned frank a ziskenne eus Merove, un hendad (mojennel marteze) da gKloviz. Nebeut a dielloù a ziskouez bezañs Merove. Gregor Teurgn, en e Dek Levr Istor, a ro dezhañ ur meneg berr hag a ra anezhañ un diskennad posupl da C'hlodio.
Ren a rejont adalek ar Vvet kantved betek 751, pa voe skarzhet o roue diwezhañ Childerig III gant Pepin III.
Ar re vrudetañ anezho eo Hlodwig Iañ (pe Kloviz) ha Dagobert Iañ.
-
Roue Merove, livet gant Évariste-Vital Luminais, XIXvet kantved
-
Arz eus marevezh ar Meroved, dibenn ar VIvet-penn-kentañ ar VIIvet kantved, kavet e Limons (Puy-de-Dôme), Departamant ar pezhioù moneiz, ar medalennoù hag an hendraoù eus Levraoueg Vroadel Bro-C'hall (BnF)