Mont d’an endalc’had

Roger Moore

Eus Wikipedia
Roger Moore
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRoger Moore Kemmañ
Anv ganedigezhRoger George Moore Kemmañ
Anv-bihanRoger, George Kemmañ
Anv-familhMoore Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Her 1927 Kemmañ
Lec'h ganedigezhStockwell Kemmañ
Deiziad ar marv23 Mae 2017 Kemmañ
Lec'h ar marvCrans-Montana Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
Lec'h douaridigezhMonaco Cemetery Kemmañ
PriedDorothy Squires, Kristina Tholstrup, Luisa Mattioli, Doorn Van Steyn Kemmañ
BugelDeborah Moore, Geoffrey Moore Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Tachenn labourSinema, skinwel, acting Kemmañ
ImplijerAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
KargUNICEF Goodwill Ambassador Kemmañ
Bet war ar studi eRoyal Academy of Dramatic Art, Dr Challoner's Grammar School, Launceston College, Battersea Grammar School Kemmañ
Lec'h annezMonako Kemmañ
Deroù ar prantad labour1945 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2011 Kemmañ
Strollad etnekSaozon Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Grad milourelcaptain, soudard Kemmañ
Skour luBritish Army Kemmañ
FilmadurezhRoger Moore filmography Kemmañ
Prizioù resevetCommandeur des Arts et des Lettres‎, Officer's Cross of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany, Knight Commander of the Order of the British Empire, Commander of the Order of the British Empire, star on Hollywood Walk of Fame Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://roger-moore.com/ Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Sir Roger George Moore, ganet d'ar 14 a viz Here 1927 hag aet da Anaon d'an 23 a viz Mae 2017, a oa un aktour saoz. Brudet e oa bet evel an trede aktour o c'hoari an dudenn ajant kuzh James Bond ijinet gant Ian Fleming en heuliad filmoù produet gant Eon Productions/MGM Studios. Seizh gwech en doa c'hoariet an dudenn: Live and Let Die (1973), The Man with the Golden Gun (1974), The Spy Who Loved Me (1977), Moonraker (1979), For Your Eyes Only (1981), Octopussy (1983) hag A View to a Kill (1985). Ar fed e vije bet Moore o c'hoari seizh gwech an dudenn a ra eus outañ an aktour d'en ober ar muiañ er filmoù produet gant Eon.[1][2]

Bet e oa bet ivez un aktour skinwel brudet, dre e roll Simon Templar, penndudenn ar stirad skinwel saoz thriller The Saint (1962–1969). An tu a oa bet ivez d'e welet e stiradoù skinwel stadunanat, evel gant ar roll Beau Maverick er stirad Western Maverick (1960–1961), kemeret en devoa plas James Garner evel aktour penn, ha goude-se e oa bet penndudenn gant Tony Curtis, er stirad oberiant-fent The Persuaders! (1971–1972). Kendalc'het en devoa da c'hoari degadoù a vloavezhioù goude e roll James Bond. E roll diwezhañ a oa bet en url lodenn pilot evit ur stirad Saint nevez a oa deuet da vezañ ur film skinwel e 2017.

Moore a oa bet kannadour a-youl-vat an UNICEF e 1991 ha graet e oa bet marc'heg anezhañ gant ar rouanez Elizabeth II e 2003 evit e obererezhioù a-vat. E 2007 e oa bet enoret gant ur steredenn en Hollywood Walk of Fame evit e vuhez e servij greanterezh ar sinema. Graet e oa bet Kommander Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gant gouarnamant Bro-C'hall e 2008.[3]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Roger Moore, the longest-serving Bond" CNN, 23 May 2017; Retrieved 23 May 2017
  2. "Sir Roger Moore: 'Sir Sean Connery is the best BondPatrom:'" BBC News, 10 October 2012; Retrieved 23 May 2017
  3. Roger George Moore Famous Death (2017-05-26).