Elamiteg
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Elamiteg (?) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Iran |
| Rannved : | Azia |
| Komzet gant : | yezh varv |
| Renkadur : | yezh varv |
| Familh-yezh : | Yezh digenvez Elamiteg |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | |
| ISO 639-2 | elx |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | ELX |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
An elamiteg a zo ur yezh varv komzet e reter eus ar pezh a zo hiziv Iran, en Henamzer. Yezh ofisiel an impalaeriezh elamit ha, war-he-lerc'h, an Impalaeriezh ac'hemenid e oa. War-dro amzer aloudabeg Aleksandr Veur a voe skrivet an destenn diwezhañ en elamiteg, met diwezhatoc'h e voe komzet moarvat, marteze betek deroù ar Grennamzer.
Doare skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar marevezh e voe skrivet an elamiteg gant tri skritur disheñvel :
- Ar rak-elamitek a zo an doare skrivañ koshañ implijet en Iran. Gantañ e rejod e-pad ur marevezh berr (w-d 3100 - 2900 K J-K). Tablezennoù-pri a oa bet kavet e meur a lec'h e Iran. Krediñ a reer en-doa en em furmet diwar un eilstumm eus ar skritur gennheñvel abred. War-dro 1.000 sin zo ennañ, ha krediñ a reer e oa dam-logografek. Evel ne oa ket bet digejet n'ouzer ket hag e oa implijet evit notenniñ an elamiteg pe ur yezh arall.
- An elamiteg linennek a zo ur skritur implijet en un nebeud enskrivadurioù hervekel. An arkeologour gall François Desset en deus embannet er bloavezhioù 2010 ha 2020 studioù hag a brou e oa an elamiteg linennek ur reizhiad skrivañ fonetek hepken, evel lizherenneg latin da skouer, hag an hini koshañ er bed a seurt-se a anavezomp[1].
- An elamiteg gennheñvel a voe implijet etre 2500 kt J-K ha 331 kt J-K. Un eilstumm eus an Akadianeg gennheñvel e oa. 130 a sinoù a endalc'he, kalz nebeutoc'h eget darn vrasañ ar skriturioù gennheñvel arall.
Liammoù gant yezhoù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'en deus an elamiteg darempred ebet gant ar familhoù-yezh eus ar rannvro. Amprestet en deus e zoare-skrivañ digant ar sumerieg, met n'eo ket kar d'ar yezh-se tamm ebet.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) ARNAUD Bernadette, Un Français "craque" une écriture non déchiffrée de plus de 4000 ans, remettant en cause la seule invention de l'écriture en Mésopotamie, Sciences et Avenir, 07/12/2020 (lennet d'an 21/09/2025)
