Mont d’an endalc’had

Hugo Boss

Eus Wikipedia
Sez an embregerezh e Metzingen.

Hugo Boss AG, berraet dre ar stumm BOSS, zo anv un ti sevel dilhad cheuc'h en Alamagn bet savet e 1924 gant Hugo Ferdinand Boss (18851948). E Metzingen e Baden-Württemberg emañ ar sez.

Bruderezh Hugo Boss 1933 evit unwiskoù an SS, an SA hag an Hitlerjugend.

An embregerezh diazez a veze savet unwiskoù ennañ. A-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed e labouras Hugo Boss evit dafariñ ar strollad nazi kement hag e holl skourroù, an SS en o zouez.

Goude ar brezel ha marv ar c'hrouer e 1948 e voe produet, e-lec'h unwiskoù, dilhad evit ar baotred. An embregerezh a yeas war-zu ar brasañ niver e 1985, dre grouiñ dilhad liesseurt. E 1997 e voe ouzhpennet dastumadennoù dilhad evit ar merc'hed ivez. Er bloavezhioù 2008-2009 e voe ouzhpennet dilhad evit ar vugale. Hiziv an deiz (2016) ez eo perc'henn an embregerezh war 1 100 stal gwerzhañ dilhad dre ar bed.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]