Mikro-
Neuz
(Adkaset eus Micro)
mikro
| Raklec'hiet gant | nano |
|---|---|
| Heuliet gant | mili |
| Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1873 |
| Unit symbol | μ |
| Defining formula | |
| Deskrivet dre | µ |
Mikro-[1][2], aroueziet dre al lizherenn c'hresianek µ, mu, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ an unanenn m'eo lakaet dirazi dre 10-6, da lavaret eo dre ur vilionvedenn (0,000001). Rannañ dre 1 milion eo ivez. Da skouer : ar mikrometr zo ur vilionvedenn eus ar metr : 1 µm = 0,000001 m = 1 m / 1 000 000 hag un hed 1 000 000 µm = 1 m.
Abaoe 1873 e veze implijet ar rakger micro- e galleg, eus ar gresianeg μικρός mikrós "bihan". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [3]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |||||||||||