Monty Python
| Deiziad krouiñ | 1969 |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv ofisiel | Monty Python |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Deroù ar prantad labour | 1969 |
| Luskad | Surrealism |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Lec'h diazez | Rouantelezh-Unanet |
| Tachenn | flemmskrid, surreal humour, black comedy, parody |
| Label sonerezh | Arista Records, Charisma |
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
| Prizioù resevet | European Film Academy Lifetime Achievement Award |
| Deiziad divodañ | 2014 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.montypython.com/ |

Ur strollad fentigellerien saoz eo Monty Python, bet brudet er penn-kentañ gant o abadenn skinwel Monty Python's Flying Circus, skignet etre 1969 ha 1974 war ar BBC. 45 rann a zo bet en holl. C'hwec'h ezel a oa : Graham Chapman, John Cleese, Eric Idle, Michael Palin, Terry Jones ha Terry Gilliam. Eus Kembre eo Terry Jones hag eus ar Stadoù-Unanet eo Terry Gilliam, eus Bro-Saoz an holl izili all. Lakaet e vez fent Monty Python da skouer ar fent saoz diboell, hag ul levezon vras o deus bet war fentigellerien all er bed a-bezh. Kaoz a vez eus un darvoudenn Monty Python kroget er skinwel deuet e oant a-benn da vont etrezek abadennoù fent war leurenn, filmoù, pladennoù, levrioù lies ha sonerezh. Keñveriet e vez ar re Python gant ar Beatles a-fed levezon war bed ar fent.
Filmoù o deus sevenet ivez :
- And now for something completely different (1971)
- Monty Python and the Holy Grail (1975)
- Monty Python's Life of Brian (1979)
- Monty Python's The Meaning of Life (1983)
Goude fin an abadenn e kemeras an izili pep a hent disheñvel : aktourien vrudet eo deuet John Cleese ha Michael Palin da vezañ, ha Terry Gilliam a stagas er filmaozañ. Graham Chapman a varvas e 1989.
D'an 19 a viz Du 2013 e voe embannet gant Terry Jones e vefe adsavet ar strollad gant ar pemp ezel a zo bev c'hoazh.
