Mont d’an endalc’had

Oreimo

Eus Wikipedia

Oreimo, diwar Ore no Imōto ga Konna ni Kawaii Wake ga Nai (俺の妹がこんなに可愛いわけがない en japaneg, « ma c'hoar vihan ne c'hall ket bezañ ken koant-se ») a zo un heuliad romantoù skañv japanek skrivet gant Tsukasa Fushimi ha skeudennaouet gant Hiro Kanzaki.

Kyosuke Kosaka a zo ul lisead ordinal 17 vloaź o chom e Chiba. Kirino eo e c'hoar yaouankañ. Hi a lak a fae warnañ hag e tabut gantañ alies. Un deiz e kav Kyosuke ur voest, DVDoù tresadennoù-bev mahō shōjo ennañ, hag ur bladenn eroge. Neuze e tesk ez int d'e c'hoar. An noz-se e tegas anezhañ en he c'hambr hag e tizolo he sekred : un otaku eo, ha perc'henn eo war un dastumad bras a dresadennoù-bev moe hag eroge war tem ar c'hoar-yaouankañ, hag a zastum e kuzh. Dont a ra Paul da vezañ he den a-fiziañs evit an dudi kuzh-se, hag an heuliad a heuilh e strivoù evit he sikour da genderc'hel he buhez personel gant he dudioù, en ur zegemer o santadoù gwirion an eil evit egile.