Panzerfaust
Neuz
| Panzerfaust | |
|---|---|
Ur soudard alaman o tennañ gant ur Panzerfaust (miz Meurzh 1944, Ukraina) | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Arm eneptank hep argil, un tenn hepken |
| Mare implij | 1943–1945 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 6,25 kg |
| Hirder | War-dro 1000 mm |
| Hed-tenn efedus | 60 m |
| Adstummoù | Panzerfaust 30, 60, 100, 150, 250 |
Ar Panzerfaust (liester Panzerfäuste, "meilh-dorn hobregonet") a oa un arm enep-tankoù alaman implijet e dibenn an Eil Brezel-bed. Savet e oa gant un duelenn karget gant ur vannadell enep-tank. Da vezañ implijet gant ur soudard e-unan e oa, hag ur wech e c'halle bezañ graet gant an arm hepken. Deveret e oa eus ar Faustpatrone. Eus ar Panzerfaust ez eus bet savet un toullad armoù all oc'h implijout e batrom simpl ha marc'had-mat. Implijet e oa bet eus 1943 betek fin ar brezel. Ar Rusianed o deus adimplijet diazezoù an arm evit sevel o re.
-
Soudard fallschirmjäger gant ur Panzerfaust e Emgann Normandi, miz Even 1944 (skeudenn adlivet)
-
Soudard eus al Luftwaffe e Rusia (skeudenn adlivet)
-
Soudard alaman en Ukraina gant ur Panzerfaust, just a-raok tennañ.
-
Pevar Panzerfaust 30 en o boest orin.