Pascal
Neuz
Pascal zo un anv-bihan gallek hag okitanek roet d'ar baotred. Roet e vez en Alamagn, Aostria hag an Izelvroioù ivez. Dont a ra eus al latin paschalis hag ober a ra dave da Ouel Pask. Un anv-tiegezh eo ivez, a gaver e Bro-C'hall hag Italia (e Piemonte, Traoñienn Aosta, ha De Pascal e Friuli-Venezia Giulia).
E deroù 2010 e oa 290 000 den o tougen an anv-se e Frañs. An 32l anv ar muiañ roet eo bet en XXvet kantved e Frañs. Ar bloaz 1962 eo an hini ma oa roet ar muiañ, gant 21 000 ganidigezh[1].
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- galleg : Pascalin (gourel), Pascale, Pascaline (benel)
- italianeg : Pasqual, Pasquale
- katalaneg : Pasqual
- spagnoleg : Pascual
- portugaleg : Pascoal
- okitaneg : Pascal, Pascau
- brezhoneg : Paskal
- albaneg : Paskal, Paskali
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv-bihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pascal Lissouba (1931-2020), prezidant Republik Kongo
- Pascal Lamour (g. e 1958), soner
- Pascal Jaouen (g. e 1962), broder ha stilour
- Pascal Wehrlein (g. e 1994), blenier kirri-redadeg alaman
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Blaise Pascal (1623-1662) : matematikour, fizikour ha prederour gall
- Philippe Pascal (1956-2019), kaner-sonaozer