Valeri Polyakov
Neuz
Valeri Polyakov
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rusia |
| Anv e yezh-vamm an den | Валерий Владимирович Поляков |
| Anv ganedigezh | Валерий Иванович Коршунов |
| Anv-bihan | Valeri |
| Anv-familh | Polyakov |
| Deiziad ganedigezh | 27 Ebr 1942 |
| Lec'h ganedigezh | Toula |
| Deiziad ar marv | 7 Gwe 2022 |
| Lec'h ar marv | Moskov |
| Lec'h douaridigezh | Vagankovo Cemetery |
| Yezh vamm | rusianeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
| Micher | mezeg, Astraer |
| Bet war ar studi e | I.M. Sechenov First Moscow State Medical University |
| Kefridi astraer | Soyuz TM-6, Soyuz TM-18, Soyuz TM-20, Soyuz TM-7 |
| Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
| Grad milourel | podpolkovnik |
| Darvoud-alc'hwez | spaceflight |
Valeri Vladimirovich Polyakov (rusianeg: Валерий Владимирович Поляков), ganet Valeri Ivanovich Korshunov d'ar 27 a viz Ebrel 1942, zo un egoraer rusian war e leve. Betek-henn ez eo an den chomet ar pellañ en egor diouzh renk. Chomet e oa en arsav egorel Mir e-pad 14 miz (437 devezh ha 18 eurvezh). En holl ez eo chomet 22 viz en egor e-pad e vuhez.

Polyakov, choazet evel egoraer e 1972, a nijas evit ar wech kentañ en ur Soyouz TM-6 e 1988. Distroet e oa war an Douar 240 devezh war-lerc'h en un TM-7. Polyakov en devoa echuet e eil nijadenn en egor e 1994–1995, p'en doa tremenet 437 devezh en egor etre lañs ar Soyouz TM-18 ha distreiñ gant ur Soyouz TM-20. Dre-se e oa bet tapet gantañ rekord ar badelezh diouzh renk en egor.