Isack Hadjar
| Isack Hadjar | |
|---|---|
| Bro | |
| Deiziadoù | 28 a viz Gwengolo 2004 |
| Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
| Niverenn | 6 |
| Bloavezhioù o redek |
Abaoe 2017 |
| Skipailhoù | |
| Prizioù Bras | 9 |
| Trec'hioù | 0 |
| Plasoù pol | 0 |
| Podiomoù | 0 |
| Titloù | - |
Isack Hadjar, ganet d'an 28 a viz Kerzu 2004 e Pariz, zo ur blenier redadegoù kirri gall hag ezel eus ar skipailh Red Bull Junior. Eilvet e oa bet e Kampionad Formulenn 2 2024, ha c'hoariet en deus e Formulenn 1 kentañ gant Racing Bulls e 2025.
Formulenn 3
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e voe da vezañ reder ofisiel e Hitech Racing e miz Genver 2022, asambles gant Kaylen Frederick ha Nazim Azman[1]. Adalek redadeg kentañ ar c'houlzad, dalc'het war troiad Sakhir, e stourmas ar Parizian evit trec'hiñ a-enep Oliver Bearman. En eil renk da gentañ e profitas eus ur c'hastiz lakaet war ar blenier saoz evit tapout e drec'h kentañ er c'hampionad[2].
Echuiñ a reas pevare er c'hampionad a-benn ar fin gant 3 zrec'h, 5 podiom ha 123 foent[3].
Formulenn 2
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar c'houlzad 2023 e kemeras perzh Hadjar e kampionad ar Formulenn 2 hag e kendalc'has da genlabourat gant Priz Bras Hitech. Kevreañ a reas gant e enebour karting kozh Jak Crawford, ezel eus skipailh Red Bull Junior ivez[4]. Er Red Bull Ring e tennas e vad eus diskar Clément Novalak e-pad ar redadeg sprint evit pignat war e bodiom kentañ er rummad, gant an trede plas[5]. E fin tro diwezhañ ar bloaz en Abu Dhabi en deus echuet ar Parizian e goulzad kentañ er c'hampionad er pevarzekvet plas gant 55 poent[6].
Hadjar a gemeras perzh e Campos Racing evit ar c'houlzad 2024, e-kichen Pepe Martí.[7] Er c'hentañ tro e Melbourne e c'hounezas ar redadeg pennañ[8]. En Imola e oa bet trede evit ar redadeg pennañ, met gounezet en deus ar redadeg gant nebeutoc'h eget un eilenn lañs war Gabriel Bortoleto[9]. E-pad emvod Silverstone e oa bet tapet ar c'hentañ plas gantañ[10]. E redadeg Spa-Francorchamps, goude bezañ bet trede, e kemeras Hadjar e bevare trec'h ar c'houlzad er redadeg pennañ[11]. E fin ar bloaz e oa eil gant 192 poent[12].
Formulenn 1
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bloavezh | Skipailhoù | Stern | Prizioù Bras | Plasoù pol | Trec'hioù | Podiomoù | Poentoù | Renkadur |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| 2025 | RB Formula One Team | VCARB 02 | 9 | 0 | 0 | 0 | 21 | 9vet |
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.autohebdo.fr/actualites/monoplace/formule-3/isack-hadjar-et-hitech-gp-sallient-en-f3.html
- ↑ https://fr.motorsport.com/fia-f3/news/isack-hadjar-herite-victoire-debuts-fia-f3/9131536/
- ↑ https://www.driverdb.com/drivers/isack-hadjar
- ↑ https://f1i.autojournal.fr/infos/f2/hadjar-confirme-chez-hitech-pour-2023/
- ↑ https://www.autohebdo.fr/breves/monoplace/novalak-disqualifie-de-la-course-sprint-hadjar-herite-du-podium.html
- ↑ https://www.fiaformula2.com/Standings/Driver?seasonId=180
- ↑ https://www.motorsinside.com/f2/actualite/32452-isack-hadjar-quitte-hitech-rejoint-ecurie-campos-vue-saison-f2-2024.html
- ↑ https://www.redbull.com/int-en/juniorteam/isack-hadjar-stunningly-dominant-in-melbourne-f2-2024
- ↑ https://web.archive.org/web/20240902091922/https://www.formula1.com/en/latest/article/f2-hadjar-outduels-bortoleto-to-take-victory-in-imola-feature-race.5XIo4R06ljNuTwlf0aOyoc
- ↑ https://web.archive.org/web/20240902091922/https://www.formula1.com/en/latest/article/f2-hadjar-takes-pole-at-silverstone-after-spin-for-championship-leader-aron.3JXFflM7B0emt1QWZ3vyt
- ↑ https://www.motorsportweek.com/2024/07/28/hadjar-takes-spa-f2-feature-win-as-aron-retires-on-final-lap/
- ↑ https://www.motorsport-magazin.com//formel2/gesamtwertung-2024.html
| Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |