OnlyFans
| Rann eus | ekonomiezh d'an ober |
|---|---|
| Tachenn obererezhioù | mediaoù sokial, pornography industry |
| Deiziad krouiñ | Gwengolo 2016 |
| Titl | OnlyFans |
| Diazezer | Tim Stokely |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Sez sokial | Londrez |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
| Notenn ar varnouriezh | 1.5/5 (Bad) |
| Oberataer | Fenix International Limited |
| Produ | sinema pornografek |
| Lec'hienn ofisiel | https://of.com/ |
| Hashtag | OnlyFans |
| Liamm berr | https://of.com/$1 |
OnlyFans zo ur servij embann endalc'hadoù dre goumanant war internet diazezet e Londrez, er Rouantelezh-Unanet. Ar servij a vez implijet dreist-holl gant labourerien ar reizh hag a embann pornografiezh. N'eo ket an dachenn nemeti lec'h ma vez oberiant krouerien, bez ez eus ivez krouerien oberiant war ar sport, ar sonerezh.
Danvez ar savenn a zo krouet gant hiniennoù ha kinniget hag arc'hantaouet dre goumanantoù miziek lodenn ar gwin, ha paeañ dre welet. 80% eus an arc'hant rastellet a vez roet d'ar grouerien. An embregerezh en deus roet lañs d'ur savenn streaming digoust ha safe-for-work, OFTV, e 2021. Al lec'hienn OnlyFans a zo deuet da vezañ brudet da vat pa oa bet ar c'honfinamant gant ar Bedreuziad COVID-19. Kalz tud o devoa kollet o labour pe o doa gwelet o arc'hant da vont berr. E miz Mae 2023, OnlyFans en doa ouzhpenn 3 milion a gontoù krouer ha 220 milion a gontoù enrollet.